An Astured[1] (αστυρων e gregach, gant Strabon; astures[2] en latin) a oa Kelted ha rak-Kelted (Keltibered) eus gwalarn ledenez Spagn, e Hispania Tarraconensis da vare an impalaeriezh roman.
Daou rumm, a lavared, a oa anezho : an Astured treuzvenez a veze graet eus re an arvor, an Astured Aogustan eus re an argoad.
Mengleuzioù niverus a oa en o bro, ma tennent aour. Brudet e oa o c'hezeg (anvet asturked). troet e oa an dud gant ar brezel. Hervez Isidoro Sevilla e teue o anv eus ar stêr Asturia, a vefe pe an Órbigo e León, pe an Esla.
E -25 e voent trec'het gant Augustus, e-kerzh ar brezelioù kantabr, war lez ar stêr Astura.