| |||
---|---|---|---|
![]() C. lupus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Canidae | ||
Genad : | Canis | ||
Anv skiantel | |||
Canis lupus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ur pennad Bleiz (disheñvelout) zo ivez.
Ar bleiz gris (Canis lupus) a zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar c'hanidae. Kenorin eo gant ar c'hi (Canis lupus familiaris). Fonnus e veze ar bleizi gris en Eurazia a-bezh, en Amerika an Norzh hag er Reter krenn met abalamour d'an hemolc'h ha da zistrujadenn e endro n'en kaver mui nemet en un darn eus e annezva kozh. Daoust ma n'eo ket bezant er bed a-bezh eo en arvar e meur a rannved.
Ur perzh pouezus-tre en ekosistemoù m'e gaver en deus ar bleiz gris. Bevañ a ra en endroioù liesseurt kenañ : pradennoù, koadegoù klouar, menezegoù, stepennoù, taiga ha toundra.