(bs) Bosna i Hercegovina (sr) Босна и Херцеговина (br) Bosna-ha-Herzegovina | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | Državna himna Bosne i Hercegovine | ||||||
Yezh ofisiel | bosnieg serbeg kroateg | ||||||
Kêr-benn | Sarajevo | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
51,197 km² dister | ||||||
Poblañs • Hollad •Stankter |
3 900 000 (2006) 76/km² | ||||||
Prezidant Izili ar brezidentelezh |
Šefik Džaferović Milorad Dodik, Željko Komšić | ||||||
Kentañ ministr | Zoran Tegeltija | ||||||
Moneiz | Mark | ||||||
Kod pellgomz | 387 | ||||||
Kod Kenrouedad | .ba |
Bosnia-ha-Herzegovina a zo ur riez eus ar Balkanoù en Europa ar su, dindan ur gorread a 51 129 km², gant ur boblañs a 4 milion bennak a dud. An anv a zo e yezhoù ofisiel ar vro Bosna i Hercegovina (pa reer gant al lizherenneg latin) pe Босна и Херцеговина (pa reer gant al lizherenneg kirillek). Alies a-walc'h e vez krennet anv ar vro e Bosnia, BiH pe БиХ. Div rannvro istorel a ya d'ober ar stad: Bosnia ha Herzegovina.
Teir c'henel a ya d'ober ar vro-se: Bosniaked, Serbed ha Kroated. Evit ober anv eus annezidi ar vro hep delc'her kont eus pobl orin an dud e vez graet gant Bosniad (liester Bosniz). Sarajevo eo ar gêrbenn hag ar gêr vrasañ.