Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Bronneg mor

Ur balum askellek (Megaptera noveangliae), ur bronneg mor eus an urzhiad Cetacea.

Ar bronneged mor pe morvronneged zo loened bronnek a vev er morioù dreist-holl hag a gav o boued er morioù. Mont a reont d'ober un hollad 120 spesad ; en o zouez emañ ar morviled (balumed, delfined, morhoc'hed), ar Sirenia (dugonged hag ejened-mor), ar reuniged (morleoned, otaried, koleoù-mor), ha spesadoù dourgon hag a vev er mor.

E-touez al loened-se emañ ar balumed, brasañ bronneged an douar. Lod eus ar bronneged mor ne vevont nemet en dour evel ar morviled, tra ma c'hall lod all tremen ul lodenn eus o buhez war an douar, evel ar reuniged pe an dourgon mor.


Previous Page Next Page