| |||
---|---|---|---|
C'hwenenn razhed (Xenopsilla cheopsis) en he oad gour
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Insecta | ||
Urzhad : | Siphonaptera | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hwen zo amprevaned bihan hep eskell eus urzhiad ar Siphonaptera (lod a ra gant an anv Aphaniptera abalamour m’eo koshoc’h, met ret eo d’an anvioù a-us renk ar c’herentiezhioù heuliañ reolennoù an ICZN. Abalamour da se e vez graet gant an anv kentañ gant an daksonomourien). Ar c’hwen zo arvevaded diavaez a vev o sunañ gwad ar bronneged hag an evned. Diskenn a reont eus amprevaned eus kerentiad ar Boreidae, zo diaskell ivez ; abalamour da se e c’hallfent bezañ adrenket a-benn ar fin en un isurzhiad e-touez ar Mecoptera. En amzer dremen, avat, e soñjed peurliesañ e teue ar c’hwen diwar ar c’helien (Diptera), abalamour m’o deus o larvennoù perzhioù heñvel. Forzh penaos, holl ar strolladoù-se zo en ur gladenn a vod lignezioù amprevaned kar-nes. Kinniget eo bet badeziñ ar strolladoù-se Mecopteroidea hag Antliophora.