Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Cangapol

Cangapol, poltredet gant Thomas Falkner.

Cangapol, anavezet ivez evel Nicolás el Bravo, pe el Bravo (an hini gouez) hep mui (1735? - 1753?) a oa ur c'hasik tehuelche, ganet war-dro Huilin, hag a c'houarne an douaroù er c'hreisteiz d'ar Río Salado, hiriv en Proviñs Buenos Aires, Arc'hantina. Ren a rae war ar bobl Leuvuche, kantreerien a veve etre ar Río Negro (Patagonia) hag ar Vulcan hills, hiriv Tandilia hills, etre kêrioù Tandil ha Mar del Plata. Serranos (tud ar menezioù ) a lavare ar Spagnoled anezho. En 1751 ez eas Cangapol gant e vrezelourien da argas ar Jezuited eus Laguna de los Padres ha da zistruj o c'hêriadennig savet pemp bloaz a-raok. En 1753 en em glevas gant ar Spagnoled a-enep ar Vapouched a-raok mervel er bloaz-se. E vab Nicolás a renas war e lerc'h.

Ganet e oa Cangapol war-dro 1735 en kichen ul lec'h anvet Huechín, e kember ar stêrioù Neuquén ha Limay, e hanternoz Patagonia argentina. Mab e oa d'ar penntiern Cacapol, kasik an Amerindinaned tehuelche pe Patagoned, anavezet ivez evel «Juan el Bravo».

Sobre el origen étnico de la estirpe de Cangapol existen discrepancias: hervez ar beleg jezuist José Cardiel e oa disheñvel pobl Cangapol diouzh Mapouched Patagonia, anavezet ivez evel aucas pe araucanos, dre o yezh ha dre ma oant ar varc'hegerien bale-bro gentañ, pa oa labourerien-douar ha saverien chatal ar Vapouched, pe gwiaderien; koulskoude, a-nebeudoù, e teuas ar Vapouched ivez da vezañ kenkoulz marc'hegerien hag an Dehuelcheed. Al pueblo de Cangapol los jesuitas de mediados del siglo XVIII lo denominaban a veces serranos, leuvuches o puelches y en la actualidad se los puede encuadrar bajo la denominación de tehuelches septentrionales. Pevar-ugent vloaz goude, en 1820, an naturoniour gall Alcide Dessalines d'Orbigny n'hallas ket ober ar c'hemm-se hag an holl henvroiz a oa o chom en hanternoz d'ar Río Negro a oa Mapouched anezho.


Previous Page Next Page






Cangapol English Cangapol Spanish

Responsive image

Responsive image