Ar g-Carnonacae a oa ur bobl keltiek eus gwalarn Enez Vreizh. Ne gaver meneg anezho nemet gant an douaroniour Klaudios Ptolemaios, war-dro ar bloavezh 150. Diouzh ar pezh a lenner dindan e bluenn e oant o chom e gwalarn Bro-Skos bremañ, war aod ar Minch, e Siorrachd Rois (Ross-shire). En-dro dezho e oa Creones ha Caereni.