Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Comic

Comic
Rumm lennegel
Iskevrennad eusComic Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ

Comic eo ar ger a vez implijet er Stadoù-Unanet evit envel bannoù-treset. N’eo ket gwelet ar sevel bannoù-treset evel un dra sirius pe arzel er Stadoù-Unanet, setu perak e soñj da dud zo e talvez ar ger da envel istorioù evit ar vugale. Abalamour da se eo bet krouet an dro-lavar graphic novel (romant grafek). Hiziv an deiz e vez implijet ar ger comic da envel istorioù gourharoz dreist-holl, rak an istorioù-se eo ar re a vez produet ar muiañ er Stadoù-Unanet.

Daou rummad comic a zo :

  • comic strip a dalvez da envel istorioù diaezezet war un nebeud skeudennoù nemetken, fentus peurliesañ, hag embannet en ur gazetenn (a c’hall bezañ pemdeziek pe sizhuniek).
  • comic books, a dalvez da envel istorioù hiroc’h. A bep seurt a zo (western, skiant-faltazi, istorioù polis…), met ar re vrudetañ eo ar re a gont troioù-kaer gourharozed. Peurliesañ e vezont embannet bep miz, pe dindan stumm ur romant grafek. A-bouez bras eo e kendalc’hfe an istorioù war hirdermen, a-bouez eo ivez e vefe boutin ar bed da veur a haroz. Kemend-se a weler er c’homic embannet gant an daou di-embann pennañ : DC Comics ha Marvel Comics. Daou seurt comic books a zo : comic mainstream ha comic underground.

Embannet e vez ar c’homic books dindan stumm kazetennoù miziek. Meur a arzour a ra war-dro : senaroour, treser, liver (liv du nemetken), lizherenner, liver (holl livioù all). An holl re all a vez anvet romantoù grafek, e gwenn ha du e vezont peurliesañ.

An dreserien hag ar re a ijin ar senario n’int ket perc’henn war an tudennoù : an embanner eo ar perc’henn. Setu perak e c’hall meur a dreser ha meur a senaroour labourat war un dudenn. Dindan renerezh ur pennskrivagner emañ an holl gomic books. An den-se a ra war-dro ar rummad : war be tu ez aio ar senario, piv a dreso hag a ijino ar senario. Gallout a ra zoken goulenn ma chomo ur rummad a-sav. Ma kav eo dav sachañ evezh al lennerien e c’hall goulenn ma vo lazhet un dudenn. Gwechall e veze skignet ar c’homic books e stalioù-kazetennoù hag e stalioù drogerezh ha spiserezh. Hiziv an deiz e kaver anezho e comics-shop nemetken.


Previous Page Next Page