Corieltauvi (anvet ivez Coritani[1]) zo anv ur bobl vrezhon c'halloudus a veve e reter Enez Vreizh, a-raok donedigezh ar Romaned.
Julius Caesar en e skridoù ne ra ket anv anezho. Moarvat ne voe ket enebet kalz ganto ouzh an aloubadeg roman. Goude-se e teuas o bro da vezañ unan eus keodedoù roman Britannia, al lodenn eus Enez Vreizh aloubet gant ar Romaned.
Bevañ a raent en ur vro a zo aet d'ober kontelezhioù Lincolnshire, Leicestershire, Nottinghamshire, Derbyshire, Rutland ha Northamptonshire. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Brigantes en hanternoz, Cornovii er c'hornôg, Dobunni ha Catuvellauni er c'hreisteiz, hag Iceni er reter. Ratae Corieltauvorum e oa anv o c'hêr-benn, el lec'h m'emañ Leicester bremañ.
Ganto e veze skoet moneiz, ha moarvat e voent unan eus ar pobloù kentañ en Enez Vreizh oc'h ober. Er bloavezh 2000 e voe kavet ur bern 5 000 pezh aour hag arc'hant, oberiet ganto, e-kichen Hallaton, e Leicestershire.