David John Williams (Pen-rhiw, e parrez Llansawel, 26 a viz Mezheven 1885 – Rhydcymerau, 4 a viz Genver 1970) a oa ur skrivagner kembraek brogarour kembreat.
Kemer a reas perzh e krouidigezh Plaid Cymru. Asambles gant Saunders Lewis ha Lewis Valentine ez eas, d'an 8 a viz Gwengolo 1936, da c'hwezhañ an tan e skol vombezañ Penyberth, e gwalarn Kembre, ha prizoniet e voe da-heul.