Hervez an hengoun e voe diazezet framm Israel war zaouzek meuriad, o tiskenn eus daouzek mab Yaakov anvet ivez Israel : Reouven, Shimeon, Levi, Yehouda, Isac'har, Zevouloun, Gad, Asher, Yosef, Binyamin, Dan ha Naftali[1].
Kemm a reas al listenn a-hed an amzer. Ne voe kaoz ken eus Levi, lezel a reas Yosef e blas d'e vibien Menashe hag Efraim... ha kemmoù all da-heul...
Seblantout a ra klotañ an daouzek meuriad-se gant ur youl politikel da rannañ ar vro e daouzek pastell-vro da vare Salomon[2]