Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Deiziadur etiopek

An Deiziadur etiopek (Amhareg: የኢትዮጵያ ዘመን አቆጣጠር yä'Ityoṗṗya zämän aḳoṭaṭär), anvet ivez Deiziadur Ge'ez etiopek, eo deiziadur pennañ Etiopia hag implijet e vez ivez evel deiziadur liderezh gant kristenien Eritrea zo izili eus an Iliz reizhkredour eritreaek, eus Iliz katolik ar reter pe eus Iliz Luterat avielek Eritrea. Diazezet eo war an Deiziadur koptek pe aleksandrian koshoc'h, a zeu o-unan eus an Deiziadur henegiptek, met evel an Deiziadur juluan, e laka un devezh bep pevar bloaz hep nemedenn, ha kregiñ a ra ar bloavezh d'an 29 pe d'an 30 a viz Eost eus Deiziadur Juluan. Ur c'hemm seizh pe eizh vloaz etre an Deiziadur etiopek hag an Deiziadur gregorian a zeu eus doareoù disheñvel da jediñ deiziad an Anoñsiasion.



Previous Page Next Page