Dhaka | |
---|---|
Riez | ![]() |
Maer | Sadeque Hossain Khoka |
Bann | Dhaka |
Led | 23° 42' 00" Norzh |
Hed | 90° 22' 30" Reter |
Uhelder | 60 m |
Poblañs ar Megapol | 18 278 882 (2024) |
Stankter | 68 000 a./km² |
Dhaka (ঢাকা e bangla, distaget [ˈɖʱaka], a veze skrivet Dacca gwechall) eo kêr-benn Bangladesh ha brasañ kêr ar vro-hont, gant 10,1 milion a annezidi (2024).
Emañ Dhaka e gevred Bangladesh, war lez ar stêr Buriganga, ur vrec'h d'ar Ganga. Ur porzh eo hag ur greizenn genwerzhel ha greantel a bouez. Ur skol-veur zo, savet e 1921.
Ur gêr gozh eo Dhaka, met ne grogas da vezañ ur gêr vras nemet er XVIIvet kantved, pa zeuas da vezañ kêr-benn rannvro Bengal en Impalaeriezh Voghol. Er XVIIIvet kantved e tremenas dindan veli Breizh-Veur. Pa voe krouet Pakistan e 1947 e voe lakaet da gêr-benn al lodenn reter eus ar vro (Reter Pakistan). Ha pa voe embannet dizalc'hidigezh Bangladesh diouzh Pakistan, e 1971, e teuas da vezañ kêr-benn ar vro nevez.