Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Dinedin

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dinedin
Lec'hiañ Dinedin
Lec'hiañ Dinedin
Skoed-Ardamez Dinedin
Skoed-Ardamez Dinedin
Riez Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon
Bro Skos
Kod post EH-1 - EH-17
Kod pellgomz (44) 131
Maer Lesley Hinds (sokialour)
Gorread 262 km²
Hed 03° 53′ R
Led 44° 95′N
Uhelder keitat: 41m
Poblañs hep kontoù doubl 448 624 (2005)
Stankter 1 727/km²
Din-Edin war-dro ar bloavezh 1300

Din-Edin[1](Dùn Èideann e gouezeleg, hag Edinburgh e saozneg) zo ur gêr war aod reter Skos, hag he c'hêr-benn eo abaoe 1492. Sez Parlamant Skos adsavet e 1999 eo. 447 624 annezad a yae d'ober he foblañs da vare niveradeg 2001 (eil kêr Skos eo goude Glasc'ho).

War an uhel emañ Kastell Dinedin a oa bet savet e ziazez ken abred hag er VIIvet kantved. Met adalek an XIvet kantved eo e voe savet an annez roueel-se a-barzh dont da vezañ ur gwall-greñvlec'h er XVIvet kantved.

Dinedin tennet eus the Illustrated London News e 1868

Frankaet e voe Dinedin e 1329 ha savet e voe mogerioù kreñv en-dro dezhi er XVvet kantved. Goude faezhadenn Floden (1513) a-enep ar Saozon e voe divizet gant bourc'hizien kêr sevel un eil moger dro, a vez graet moger Floden anezhi, evit diarbenn an tagadennoù da zont. Goude unanidigezh parlamantoù Bro-Skos ha Bro-Saoz (1707) e kollas ar gêr he fouez politikel met chom a reas ur greizenn armerzhel ha sevenadurel a-bouez. Ouzhpenn ar C'hastell ez eus leizh a lec'hioù dedennus e Dinedin, e-giz ar Royal Botanic Garden, Iliz-Veur Sant-Jili, ar Mirdi broadel, Charlotte Square, ar Scott monument pe c'hoazh ar Royal Museum of Scotland (Mirdi Roueel Skos). Palez Holyrood (Holyrood Palace) eo annez ofisiel ar rouanez pa zeu da chom e kêr. En e gichen emañ savadur nevez Parlamant Bro-Skos adsavet.

Kastell Dinedin

Brudet eo Dinedin gant he gouel meur, an hini brasañ er bed, a bad teir sizhun e miz Eost, hag a ginnig e-leizh a arvestoù eus an dibab war an holl dachennoù.

Reiñ a ra bod da unan eus brudetañ skolioù-meur Europa hag ar bed, Skol-Veur Dinedin, a zo e penn a-raok war dachennoù ar stlenneg hag ar melestradur. E Dinedin emañ ivez Levraoueg vroadel Skos (National Library of Scotland), anezhi levraoueg pouezusañ Skos (hag unan e-touez ar re vrasañ er Rouantelezh-Unanet).

  1. Din-Edin e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Al Liamm.

Previous Page Next Page






Edinburg AF ኤዲንቦሮ AM Edimburgo AN Edinburg ANG إدنبرة Arabic ادنبره ARZ Edimburgu AST Edinburq AZ ادینبورق AZB Эдинбург BA

Responsive image

Responsive image