Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Dinosaor

Dinosauria
Relegoù Allosaurus ha Stegosaurus
Denver Museum of Science and Nature
Denver, Colorado, SUA
Rummatadur klasel
Riezad Loened
Skourrad Chordata
Is-skourrad Vertebrata
Kevrennad Sauropsida
Iskevrennad Diapsida
Dangevrennad Archosauromorpha
Usurzhad
Dinosauria
Owen, 1842
Kladoù izeloc'h
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An dinosaored (Dinosauria o anv skiantel) zo loened eus klad ar Sauropsida, a vod an holl stlejviled a-vremañ (ar gevrennad Reptilia), an holl evned a-vremañ (ar gevrennad Aves) hag ul lodenn hepken eus an henstlejviled, an holl anezho o tiskenn eus un hendad hepken. Kalz spesadoù dinosaored a oa, liesseurt ha disheñvel-kenañ an eil re diouzh ar re all. Ar re vrudetañ a vevas adalek diwezh an Triaseg (-251 milion a vloavezhioù/Mav) betek fin ar C'hretase (-65,5 Mav), e-pad an oadvezh Mezozoeg pe Eil hoalad (-251 Mav – -65,5 Mav).
Kavadennoù graet nevez zo a laka da soñjal ez eus bet dinosaored abaoe an Triaseg Izel (deroù : -251 Mav) pe an Triaseg Kreiz (diwezh : -228 Mav), pe zoken adalek ar Permian (-299 Mav – -248 Mav). Trevadennet eo bet an holl gevandiroù gant an dinosaored abalamour ma ne oa ket dispartiet c'hoazh ar c'hevandir nemetañ, Pangea e anv, da vare an Triaseg, ha ma'z int en em strewet dre-holl d'ar mare-se hep kaout ezhomm da dreuziñ mor ebet.

Abred pe abretoc'h eo aet an holl zinosaored da get – war-bouez an evned – e-kerzh ar Mezozoeg ; e-pad enkadenn ar C'hretase hag an Trede hoalad (anvet ivez « enkadenn K-T ») ez eo steuziet an dinosaored a veve da vare ar C'hretase uhel (-99,6 Mav – -65,5 Mav)[1],[2].

E miz Ebrel 1842 e voe kinniget an anv dinosaor gant ar paleontologour saoz Richard Owen (1804-1892), diwar an henc'hresianeg saura "glazard, stlejvil" ha deinos "spontus, braouac'hus" abalamour ma oa bras-kenañ (en tu all da 15 m) ar pep brasañ eus an dinosaored a oa bet dizoloet gantañ. Daoust d'an dra-se e c'halle an dinosaored bezañ bihan-kenañ o ment, betek un nebeud kantimetroù.
Kerkent ha kreiz an XIXvet kantved ha betek ar bloavezhioù 1970, an dinosaored a veze gwelet gant ar skiantourien evel loened yen o gwad, dizampart ha goustad, aet da get abalamour d'o sotoni. E 1969, ar paleontologour stadunanat John Ostrom (1928-2005) a roas lañs da « azginivelezh an dinosaored », a sachas evezh ur bern tud war studi an dinosaored, a voe gwelet adalek neuze evel loened oberiant, emwrezek gant emzalc'hioù kevredigezhel kemplezh.

Abaoe ma voe anavezet ar c'hentañ dinosaor, en XIXvet kantved, al loened-se o deus desachet ur bern tud er mirdioù e pep lec'h war an Douar, da welet ar relegoù adsavet eno. Plijout a reont kenañ d'ar vugale koulz ha d'an oadourien. Deuet int da vezañ ul lodenn eus sevenadur pobl an XXvet hag an XXIvet kantved, hag o c'havout a reer taolennet e levrioù hag e filmoù stank-kenañ. Danvez pennañ levrioù ha filmoù brudet ez int, evel Jurassic Park pe Ice Age 3, ha kaoz a vez ingal eus ar c'havadennoù nevez diwar o fenn er media.

Alies e vez implijet ar ger "dinosaor" war ar pemdez evit komz eus stlejviled all eus ar ragistor, evel ar genadoù Dimetrodon, Ichthyosaurus, Mosasaurus, Plesiosaurus ha Pterosaurus, petra bennak ma ne oa ket dinosaored anezho tamm ebet.

  1. (fr) Guillaume Lecointre & Hervé Le Guyader, Classification phylogénétique du vivant, skeudennaouet gant Dominique Visset, levrenn 1, Belin, Pariz, 2006 (ISBN 978-2-7011-4273-9)
  2. (en) [www.tolweb.org Tree of Life]

Previous Page Next Page






Dinosourus AF Dinosaurier ALS ኃያል እንሽላሊት AM Dinosauria AN Dinasọ ANN डायनासोर ANP ديناصور Arabic ديناصور ARY ديناصور ARZ ডাইন’চৰ AS

Responsive image

Responsive image