An douarbolitikerezh a zo ur skiant, e-touez skiantoù an Den, savet er XXvet kantved evit studiañ an etreober a gaver etre an douaroniezh hag ar politikerezh. An istor hag ar skiantoù kevredigezhel a zegas o savboentoù koulz ha div lodenn an douaroniezh, an douaroniezh fizikel hag douaroniezh an Den. Ur preder war ar galloudoù politikel diazezet war an tiriadoù eo da gentañ holl. Eus ganedigezhioù, kreskidigezhioù ha marvioù ar riezoù hag an impalaeriezhioù e vez kaoz peurvuiañ, da lavaret eo eus petra a ro pouez dezho ha petra a c'hell lakaat anezho da goll o galloud pe da vont da get. Studiañ an eskemmoù sevenadurel hag armerzhel eo ur poent bras ivez.