Iskevrennad eus | skiant ![]() |
---|---|
Is the study of | lec'hiadur douaroniel ![]() |
Studiet gant | istor an douaroniezh, Q3589295 ![]() |
Hashtag | geography ![]() |
Istor | istor an douaroniezh ![]() |
Pleustret gant | douaroniour ![]() |
Classification of Instructional Programs code | 45.0701, 45.0799 ![]() |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/geography ![]() |
An douaroniezh[1] pe ar c'heografiezh[2][3] zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ.
Da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an douar evit an doare m'eo savet eo al lodenn gentañ eus gouiziegezh ar Bed, anvet douaroniezh fizikel. Gant al lodenn all ez eus kaoz eus gouzout tout a-fet Mab-Den, anvet douaroniezh denel.
An douaroniezh a zo ur skiant ledan a glask kompren mont en-dro an Douar ha kompren luziusted an denelezh hag an natur—n'eo ket nemet e stumm arvestañ ha liammañ an elfennoù met ivez gant ar c'hoant kompren ha displegañ penaos int kemmet ha penaos e vefe tu dezho dont da vezañ. An Douaroniezh a zo arbennikaet war ar voulenn Zouar, met meur a mennad a c'hell bezañ adimplijet gant skiantoù all evel d'ar c'horfoù egorel war dachenn studi ar blanedoniezh.[4] Ar geOgrafiezh a zo bet anvet "ur pont etre ar skiant naturel hag ar skiant sokial."
KrouidigezH ar skiant douaroniezh a vije tu gwelet gant ar gresian Eratosthenes eus Kyrene, hag en devoa ijinet ar ger "geographia" (e-tro 276 AJK 195/194 AJK).[5]