Lodenn eus ar rummad pennadoù war an ekologiezh politikel |
---|
|
An ekologiezh politikel a zo un ideologiezh politikel a gav e orinoù, e keñver istor hag e keñver menozioù, er stourmoù evit difenn an endro, met ivez e stourmoù diveliour ar bloavezhioù 1960 ha 1970 (hippied, Mae 68, h.a.). Evit pal en deus da grouiñ ur gevredigezh soutenapl (sustainable). An ekologourien politikel a lavar ez eo un alternativenn kement d'an tu-dehou kevalaour pe mirour ha d'an tu-kleiz marksour, daoust ma n'em lec'hiont alies diouzh an tu-kleiz. Kondaoniñ a reont da skouer an holl ideologiezhoù all (kement re an tu kleiz ha re an tu dehou eta) evit bezañ ampletuzour ha bevezouriezh. Int a lavar lakaat ar bezañ da gentañ, pa lakfe an ideologiezhoù politikel all ar kaout da gentañ. A dra sur d'an nebeutañ, an ekologiezh politikel a zo ur gwir familh ideologel nevez, bet krouet er bloavezhioù 1970.
Un nebeud eus ar menozioù a framm an ekologiezh politikel:
Dre ma n'eo ket liammet an ekologiezh politikel en un doare sklaer ouzh ur c'hlasad sokial nag ouzh ur strollad interestoù resis, ne gresk ar strolladoù ekologel nemet en un doare goustad dre vras. Er stadoù diorroet e tap ar re C'hlas etre 3 ha 12% eus ar mouezhioù a geidenn, o kemer perzh er galloud alies evel kevelerien a eil renk (daoust ma 'z int deuet da vezañ eil strollad an tu kleiz e broioù evel Frañs pe Alamagn).
Liesseurt eo familh an ekologiezh politikel, enni is-familioù par d'an ekoanarkouriezh, an ekobenouriezh, an ekorannvroelouriezh, an ekomirouriezh, h.a. Stourmoù a bep seurt a vez renet gant an ekologourien par d'ar peoc'hgarouriezh, d'ar stourmoù enep-nukleel, d'ar stourmoù evit difenn gwirioù al loened, h.a.