Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Dugelezh Akitania |
Anv e yezh-vamm an den | Aliénor d'Aquitaine, Éléonore de Guyenne, Eleanor of Aquitaine, Alienora (Alienordis) ducissa Aquitaniae, Alienòr d'Aquitània |
Anv-bihan | Eleanor |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | dug, rouanez kenseurt, rouanez kenseurt |
Deiziad ganedigezh | 1122 |
Lec'h ganedigezh | Bourdel |
Deiziad ar marv | 1 Ebr 1204 |
Lec'h ar marv | Poitiers |
Lec'h douaridigezh | Abati Fontevraud |
Tad | Guillaume X |
Mamm | Aenor de Châtellerault |
Breur pe c'hoar | Petronilla of Aquitaine |
Pried | Loeiz VII, Herri II |
Kar | Blanche de Castille, Enrique Iañ Kastilha |
Familh | Ramnulfids |
Yezh vamm | okitaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | okitaneg |
Micher | female crusader |
Tachenn labour | Occitan culture |
Karg | duke of Aquitaine, Count of Poitiers, queen of Franks, Consort of England |
Relijion | kristeniezh |
Perc'henn war | Castle Malevirade, Cristal vase of Alienor, Château de Lormont, Château de Domfront, Manoir de la Saucerie |
Eleanora(war-dro 1120– 1añ a viz Ebrel 1204), dugez Akitania a oa unan eus pinvidikañ ha galloudusañ maouezed Europa da vare ar Grennamzer uhelañ.
Da bemzek vloaz, war-lerc'h marv he zad, e voe Dugez Akitania ha kontez Poitiers. Tri miz goude e timezas da Loeiz, mab he diwaller, ar roue gall Loeiz VI, ha kenroue gantañ. Neuze enta eo evel rouanez ar Franked eo e kemeras perzh en Eil Brezel ar Groaz. Pa voe echu ar brezel e tivizas an daou zen yaouank terriñ o dimeziñ, abalamour ma oa c'hoant Eleanora hag ivez dre ma ne oa ganet nemet div verc'h : Marie hag Alix. Torret an dimeziñ eta d'an 11 a viz Meurzh 1152 abalamour ma oa bet kavet kenwadelezh er pevare derez. Chom a reas ar merc'hed gant o zad, ha roet e voe he douaroù da Eleanora en-dro.
Kenkent hag erru e Poitiers e kinnigas Eleanora da Herri, dug Normandi, 11 vloaz yaouankoc'h, dimeziñ ganti. Ha d'an 18 a viz Mae 1152, c'hwec'h sizhun goude an torr-dimeziñ, e timezas Eleanora Akitania da zug Normandi. D'ar 25 a viz Here 1154 e teuas he fried da vout roue Bro-Saoz, ha setu Eleanora Akitania deuet da vout rouanez Bro-Saoz.
E-kerzh an 13 vloaz a-c'houdevezh e roas teir merc'h ha pemp mab d'he fried, en o zouez Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar a zeuas da vout rouaned Bro-Saoz ha Jafrez a zeuas da vout Dug Breizh.