Friedrichshain-Kreuzberg a zo eil arondisamant melestradur (Bezirk) Berlin. Aozet eo bet e 2001, hag ennañ ez eus div bastell-vro : Friedrichshain ha Kreuzberg. Unan eus an daou arondisamant (Mitte eo an eil) enno pastelloù-bro bet e Berlin ar Reter ha Berlin ar C'hornôg eo. An daou garter a zo liammet an eil ouzh egile gant ur pont anvet Oberbaumbrücke, a-us ar stêr Spree.
A-drugarez d'an hengoun underground a vez e Kreuzberg e teu eus ar c'harter ar c'hannad glas nemetañ, Hans-Christian Ströbele e anv, bet dilennet en dro gentañ er Reichstag e 2005.