Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | George |
Anv-familh | Albee |
Deiziad ganedigezh | 12 Mae 1905 |
Lec'h ganedigezh | Oshkosh |
Deiziad ar marv | 28 Gen 1964 |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | skrivagner |
George Sumner Albee (12 a viz Mae 1905 – 29 a viz Genver 1964[1]) a oa ur skrivagner stadunanat. Pemp romant en deus skrivet etre 1935 ha 1960, meur a istor berr, hag unan hepken war dachenn ar skiant-faltazi.
Nebeut-tre a ouzer diwar-benn an den ; abred en e vuhez en devoa kemeret penn an hent, p'en devoa beajet dre ar bed er bloavezhioù 1920 ha 1930 kent en em staliañ e Kuba er bloavezhioù 1950.
Ur flemmganer e oa, adalek e romant kentañ Young Robert (1937) hag a-hed ar peurrest eus e respet.
Unan eus an oablegennoùPetra eo? a zo chomet en istor ar skiant-faltazi eo bet George S. Albee : un istor berr hepken a voe skrivet gantañ er bed-se, The Top (1953), a zo bet lakaet e-touez oberennoù klasel an S-F ken abred ha 1963, pa voe embannet gant Groff Conklin (1904-1968) en torkad 12 Great Classics of Science Fiction[2]. Troet e voe e galleg gant Michèle Santoire er gelaouenn Fiction, niv. 157, miz Kerzu 1966, pp. 105-116, dindan an titl En haut de la pyramide[3]