Ur gouel a zo ur prantad amzer, un devezh peurvuiañ, meur a hini a-wechoù, ma klask ur strollad tud, pe un darn eus an denelezh, ober ul lid pe kaout un tamm laouenidigezh en enor d'un darvoud istorel, pe d'un den. Prantad ar gouelioù a c'hell bezañ hini ul lid relijiel pe geodedel. Bez ez eus gouelioù evit abegoù foran : gouel en enor d'ar vro, d'ur sant pe evit degas soñj d'un darvoud pozitivel (trec'h, savadur, dieubidigezh...) pe en enor d'ur sant, d'un den illur pe evit lidañ ar mareadoù, diwezh an eost hag all. Gouelioù prevez a vez ivez evit enoriñ un den pe ur strollad tud, evit lidañ deiz-ha-bloazioù, disoc'hoù mat, produioù nevez...