Gresianeg (Elliniká, Ελληνικά) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia |
Rannved : | |
Komzet gant : | 15 000 000 |
Renkadur : | goude 74 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | el |
ISO 639-2 | gre, ell |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ELL |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar gresianeg (Ελληνικά) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropek. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.
Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.
Gregaj (pe gregach) – dismegañsus a-wezhioù, o taveiñ d'ur yezh lenneien digomprenus – ha gresim – ger lennek – a vez implijet ivez evit envel an henyezh.