Greta Garbo | |
Greta Garbo e 1931
| |
Anv ofisiel | Greta Lovisa Gustafsson |
---|---|
Ganedigezh | 18 a viz Gwengolo 1905 Stockholm |
Broadelezh | Sveden Stadoù-Unanet (1951) |
Marvedigezh | 15 a viz Ebrel 1990 |
Micher(ioù) | aktorez |
Internet | gretagarbo.com |
IMDB |
Greta Garbo (ganet Greta Lovisa Gustafsson, 18 a viz Gwengolo 1905 e Stockholm - 15 a viz Ebrel 1990 e New York) a oa un aktorez svedat.
N'he deus bet Greta Garbo Oscar ebet. Meur a wech e voe lakaet hec'h anv war a roll Oscar an aktorez wellañ koulskoude : gant ar filmoù Anna Christie ha Romance e 1930, Conquest e 1937 ha Ninotchka e 1939. E 1955 e voe roet un Oscar a enor dezhi abalamour d'an holl filmoù he doa c'hoariet enno. un
Ur steredenn war hec'h anv a zo e Hollywood Walk of Fame e Los Angeles.
E 1999 e voe lakaet e pempvet renk ar 50 Greatest American Screen Legends savet gant izili American Film Institute[1].