E folklor Bro-Saoz, ar grindylow, skrivet grundylow ivez, zo ur c'hrouadur dreistnatur. Goulakaet ez eus bet e teufe an anv eus Grendel, un dudenn a gaver e deroù dornskrid Beowulf (aozet e-tro 730)[1],[2]. An anv pe ar ger grendel a gaver ivez e meur a garta hensaoznek, ma vez stag ouzh stankoù, lennoù ha taouarc'hegi.
E kontelezhioù Yorkshire ha Lancashire dreist-holl ez eus meneg eus grindylows[1].
Deskrivet int evel tudigoù glas-gwer o c'hroc'hen skantek, lemm o skilfoù hag o dent, skarn o divrec'h ha hir o bizied. E poulloù ha geunioù e chomont da c'hortoz bugale dibreder, a bakont gant o c'hrog nerzhus-meurbet hag a gasont ganto e deun an dourioù[3][4]
Arveret eo bet mojenn ar grindylow evit pellaat ar vugale diouzh al lec'hioù ma c'hellent beuziñ : poulloù, stankoù, geunioù hag all[5],[6].
Krouadurioù mojennel all par d'ar grindylow zo e folklor Bro-Saoz : Peg Powler, a vev er stêr Tees, Nanny Powler er stêr Skerne (un adstêr d'an Tees), Jenny Greenteeth (e Lancashire ha Staffordshire ; Ginny Greenteeth, Jeannie Greenteeth ha Wicked Jenny e Cheshire)[4],[5].