Gwerthrynion a oa ur rouantelezh kozh eus Kembre[1] en hanternoz rouantelezh Builth. Un isrouantelezh eus Builth e oa ha gant rouaned Builth e voe renet etre 420 ha 440. Da gentañ e oa ul lodenn eus Powys Vortigern hag anvet eo bet diwar e anv, en e furm gembraek[2]. Daoust m'en doa ul lignez rouaned ha zeue eus Vortigern[3], n'anavezer hogos netra diwar-benn he rouaned. Gant Seisyllwg e voe peuraloubet war-dro 800 hag ez eas da get.