Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Hamburg

Hamburg
Hamburg

Riez Alamagn
Rannvro Alamagn (Stad Hamburg)
Kod pellgomz
Kentañ maer
Amzer gefridi
Peter Tschentscher (SPD)
7 a viz Meurzh 2011-
Gorread 755,264 km²
Hed
Led
Uhelder
Poblañs hep kontoù doubl 1,899,160 (2019)[1]
Stankter 2,400/km²

Hamburg (distaget [ˈhambʊʁk] en alamaneg) eo an eil kêr vrasañ en Alamagn (goude Berlin) ha porzh brasañ ar vro. Kêr-benn stad Hamburg eo ivez, hag ur gêr-stad eo. War-dro 1,9 milion a dud zo o chom enni (2019), ha tost da 5 milion en tolead-kêr.

Oberiant e oa Hamburg evit diazezañ Kevre hanseatek. War plakennoù marilh ar c’hirri e lenner HH, pezh a dalv Hansestadt Hamburg. An anv ofisiel a zo Freie und Hansestadt Hamburg (kêr dieub hag hanzeatek Hamburg. Ur statud ispisial a zo d’ar gêr vras-se e-barzh ar BRD, evel Bremen ha Berlin.

An tisavouriezh zo e-gizh broioù an hanternozh, gant ur rouedad stank a ganolioù, ul lenn artifisiel zo war stêr er c’hreiz-kêr.

Brudet eo mirdi ar c’hunsthalle, pe ar Bucerius Kunst Forum hag enno e vez diskouezadegoù berrbad.  Gouestlet eo ur c’harter a-bezh da vuhez ribouloù an nozh : Sankt Pauli hag ar Reeperbahn, kornioù gant tud gadal ha gisti a weler stank . Emañ H er poent kej evit stêrioù an Alster, ar Bille hag an Elbe. Da 110 km emañ genoù an Elbe e mor Hanternozh. Listri-karg doug-kontener a c’hell leviañ war an Elbe a mont betek kêr. 15 vet porzh ar bed eo gant e listri-ramzel hag an eilvet european goude Rotterdam. Kaji gorread Paris Meurgêr a zo gant tolaead HH, hogen gant peder gwech nebeutoc’h a annezidi warni. 30 m² eo ment ur ranndi dre geidenn. Kalz glazur a gaver enni, betek 14%.

  1. https://www.hamburg.de/info/3277402/hamburg-in-zahlen/

Previous Page Next Page






Hamburg AF Hamburg ALS ሃምቡርግ AM Hamburgo AN Hamburg ANG هامبورغ Arabic ܗܐܡܒܘܪܓ ARC هامبورج ARZ Hamburgu AST Hamburg AY

Responsive image

Responsive image