Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Historia Britonum

Historia Britonum, pe Historia Brittonum ("Istor ar Vrezhoned"), zo anezhañ un dornskrid eus an IXvet kantved (war-dro 830) hag a zo bet savet pe dastumet gant Nennius, ur manac'h brezhon eus Enez Vreizh hag ennañ dielloù o tennañ da istor an enezenn ha da hini Kembre pergen.

Savet e vije bet kalonenn an oberenn, hervez an istorour Léon Fleuriot, war-dro 630 gant Rhun fab Urien, mab da Urien, roue Rheged, unan eus rouantelezhioù ar Vrezhoned e hanternoz Enez Vreizh. Soñjal a ra lod avat e c'hellfe bezañ bet savet diwar c'houlenn ur roue eus Kembre.

Brudet eo da vezañ ar c'hoshañ levr a denn da Istor Breizh-Veur. Taolet e vo evezh ne vez ket graet Britanni eus ar Vrezhoned ken, evel gant Kaezar pe Tacitus, met Britones, en daou du da Vor Breizh.


Previous Page Next Page