Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Impalaeriezh Akkad

Lodenn eus stelenn an trec'h en enor d'ar roue Naram-Sin, mirdi al Louvre : emañ ar roue a-us d'ar re all ha gantañ un diarenn gornek, evel an doueed pa vezont taolennet.

Impalaeriezh Akkad zo ur Stad savet gant Sargon Akkad a zalc'he holl Vezopotamia eus fin ar Patrom:XXIVvet kantved kent J.-K. betek deroù an XXIIvet kantved a-raok J.-K. hervez ar gronologiezh degemeret peurvuiañ. Daoust da se e c'hallfe bezañ bet an impalaeriezh-mañ en he bleuñv war-dro ur c'hantved diwezhatoc'h, rak n'eo ket resis ar bloaziadoù ken pell zo en amzer. Merket eo bet istor Mezopotamia gant ar Stad-se ha padet eo eñvor he rouanez illurañ, Sargon hag e vab-bihan Naram-Sin, e-pad meur a gantved. Lakaat a reas meur a vojenn da ziwanañ, muioc'h evit forzh peseurt tierniezh all e Mezopotamia.

Daoust ma'z eo diaes lakaat kemm etre ar gwirvoud hag ar mojennoù en danevelloù e seblant e voe degaset ur c'hemm bras war an dachenn bolitikel gant Impalaeriezh Akkad. Gallout a reer er gwelet en aozadur ar galloud, en e ideologiezh hag en arz ofisiel. N'eo ket ken bras an emdroadur er gevredigezh hag en ekonomiezh e Mezopotamia izel, evel evit a sell ar pep brasañ eus ar vuhez pemdez, ar pezh a zispleg perak ne c'haller ket anavezout liveoù arkeologel prantad Impalaeriezh Akkad er vro-se.


Previous Page Next Page