Rann eus | Impalaeriezh roman, Medieval Rome ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 17 Gen 395 ![]() |
Anv er yezh a orin | Βασιλεία Ῥωμαίων ![]() |
Relijion | kristeniezh ![]() |
Anvet diwar | Kergustentin ![]() |
Anv annezidi | romà d'Orient, romana d'Orient ![]() |
Yezh ofisiel | Medieval Latin, Medieval Greek ![]() |
Sevenadur | Roman civilization ![]() |
Kevandir | Europa, Afrika, Azia ![]() |
Kêr-benn | Kergustentin ![]() |
Renad politikel | monarkiezh hollveliek, Dominate ![]() |
Penn ar Stad | impalaer bizantat ![]() |
Perc'henn war | Saint Hilarion Castle, Castello Normanno, Buffavento Castle ![]() |
A zo stok ouzh | Impalaeriezh roman ar C'hornôg ![]() |
Raklec'hiet gant | Henroma ![]() |
Heuliet gant | Omeyad, Rashidun Caliphate, Impalaeriezh otoman, Empire of Trebizond, Emirate of Crete ![]() |
Bet erlec'hiet gant | Emirate of Crete, Impalaeriezh otoman, Duchy of Brescia, Maona of Chios and Phocaea ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Impalaeriezh roman, Impalaeriezh roman ar C'hornôg ![]() |
Yezh implijet | latin, Medieval Greek, Koine Greek ![]() |
Studiet gant | Byzantine studies ![]() |
Deiziad divodañ | 29 Mae 1453 ![]() |
Istor | history of the Byzantine Empire ![]() |
Relijion ofisiel | Eastern Orthodoxy ![]() |
Oberennoù zo en dastumad | Art Institute of Chicago ![]() |
Ekonomiezh an danvez | economy of the Byzantine Empire ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the Byzantine Empire ![]() |
![]() | |
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Impalaeriezh roman ar Reter zo un anv istoriografek roet da lodenn reter an Impalaeriezh roman en Henamzer diwezhañ hag er Grennamzer, al lodenn nemeti chomet en he sav adalek 476. Impalaeriezh Bizantion eo an anv a vez graet anezhi peurliesañ goude labour an istorour Hieronymus Wolf e 1557. Anv ofisiel an Impalaeriezh a oa Βασιλεία Ῥωμαίων (Basileia Rômaiôn), Imperium romanum e latin. Kergustentin a oa he c'hêrbenn, anv roet gant an impalaer Kustentin Iañ, e 330, da gêr Bizantion.
Ur c’hemm a vez lakaet gant an istorourien etre an Impalaeriezh roman klasel hag hini ar Grennamzer hag abalamour da se e vez kaoz eus Impalaeriezh Bizantion peurvuiañ. Graet e vez e-giz-se anezhi rak an troc’h a weler etre an Impalaeriezh roman klasel, latin he yezh, diazezet war Roma padal eo diazezet he darn reter war ur sevenadur gresian a voe an darn nemetañ goude 476. Evito o-unan ne oa evit ar Vizantiz troc’h ebet etre an daou brantad-se, hini an Henamzer hag hini ar Grennamzer, ha betek ar fin e raent Bizantiz anezho o-unan, annezidi Βασιλεία Ῥωμαίων (Basileia Rômaiôn).
Fin Impalaeriezh Bizantion a zeuas e 1453 pa voe tapet Kergustentin gant an Otomaned, met diaesoc’h eo kavout ur penn-kentañ d’an Impalaeriezh-se. Lod a ginnig 330 pa voe savet Kergustentin ha lakaet anezhi da gêr-benn an Impalaeriezh, kroget e memes tro kristenadur ar bed roman, lod all a ginnig 395 pa voe rannet an Impalaeriezh roman etre mibien Theodosius Iañ, ha krouet Impalaeriezh roman ar Reter. Evit ul lodenn all e teu ar c’hemm etre ren Justinian Iañ, bet Impalaer etre 527 ha 565, an hini diwezhañ en doa klasket adtapet tachennoù kornôg an Impalaeriezh, ha ren Hieraklius, a gollas proviñsoù Egipt, Palestina, Afrika ha Siria hag a lakaas ar gresianeg da vezañ yezh an Impalaeriezh.
E-pad an amzer ma voe anezhi e voe an Impalaeriezh galloud pennañ mor Kreizdouar ar Reter, e-keñver armerzh, sevenadur hag arme. An tachennoù perc’hennet ganti a zo bet kemmet kalz e-kerzh an amzer. Dindan beli Justinian Iañ e voe tizhet harzoù pellañ an Impalaeriezh abaoe ar Vvet kantved, met kollet e voe un darn bras eus an tachennoù-se mui tachennoù Egipt, Palestina ha Siria ouzh an Arabed, hag aloubet ar menezioù Balkan ha darnoù eus Gres gant ar Slaved. Gant ar Vakedonianed (Xvet - XIvet kantved) e voe adtapet tachennoù zo e-pad un Azginivelezh a echuas gant aloubadeg an Durked en Anatolia (emgann Mantzikert e 1071) hag amzer ar C'hroaziadegoù, pa voe tapet Kergustentin gant ar Pevare Kroaziadeg e 1204 a wanaas da vat an Impalaeriezh, unan eus stadoù bihan ar rannvro, betek kouezhañ dindan beli an Otomaned. Ur galloud kristen eo Impalaeriezh roman ar Reter, met war zisheñvelaat ez a an daou zarn eus ar gristeniezh dre abegoù politikel, sevenadurel ha relijiel. Kavell ar gristeniezh ortodoks (pe ortodoksiezh) eo Impalaeriezh Bizantion.