Kartenn Japan, Saisuke Yamamura (1806) |
En Henoadvezh ar Maen krenn (30 000 bloaz zo) e voe annezioù kentañ mab-den en enezeg Japan.
Goude ar Marevezh Jōmon (縄文時代 Jōmon didai, 12 000 - 300 KAB) e voe ar Marevezh Yayoi (弥生時代 Yayoi jidai, 300 KAB - 300 AB) pa zeuas ijinadennoù nevez eus kevandir Azia. E-kerzh ar marevezh-se e voe meneget Japan evit ar wezh kentañ el levr sinaat Levr Han (sinaeg : 漢書 Hàn shū) er bloaz 111[1].
War-dro ar IVe kantved e teuas ar boblad Yayoi (弥生人 Yayoi hito) eus Ledenez Korea, ha ganto teknikoù an houarn hag ar gounezerezh .[2] A-drugarez d'ar c'houiziegezh-se e kreskas buan niver ar boblad Yayoi, ha dizale e kemerjont lec'h ar boblad Jōmon a oa henvroidi an enezeg chomet hemolc'herion-kutuilherion.[3]
An darn vuiañ eus Japaniz a-vremañ o deus hendadoù Yayoi (≥ 75%) ha Jōmon (≤ 25%).
Etre ar IVe hag an XIvet kantved, ur marevezh anvet "Japan klasel", kalz rouantelezhioù ha pobladoù japanat a voe unvanet dindan ur gouarnamant kreizennet renet gant un impalaer(ez)[4]. Bremañ c'hoazh emañ Japan renet gant an diernac'h a voe diazezet d'ar mare-se, petra bennak ma'z eo troet he ferzh da lidel pergen.
Er bloaz 794 e voe staliet ur gêr-benn nevez e Heian-kyō (平安京 heiankyō "kêr-benn ar sioulder hag ar peoc'h"), a zo Kyōto hiziv. Adal neuze e krogas ar Marevezh Heian (平安時代 Heian jidai "marevezh ar peoc'h"), a badas betek ar bloaz 1185. Da "Oadvezh Aour" ar sevenadur japanat e lakaer ar marevezh-se. Adalek ar Marevezh Heian ivez e troas relijion Japan d'ur mesk shintōegezh ha boudaegezh.
A-hed kantvedoù goude 1185 ez eas galloud an impalaered war ziskar nebeut-ha-nebeut, pa dremenas da gentañ da zaouarn brientinion nann-soudard, re ar c'hlann Fujiwara pergen, ha goude-se da glannoù milourel harpet gant o armeadoù samurai.
E Brezel Genpei, ur brezel diabarzh a badas eus 1180 betek 1185, e voe trec'h ar c'hlann Minamoto, renet gant Minamoto no Yoritomo (1147-1199), war ar c'hlann Taira. Seizet ar galloud gantañ, Minamoto a gemeras an titl a shōgun (将軍, "jeneral al lu"), da lavaret eo e troas da ziktatour milourel a renas war Japan a-bezh, kent staliañ kêr-benn e shōgunelezh e Kamakura.
E 1274 ha 1281, ar shōgunelezh Kamakura (鎌倉幕府 Kamakura bakufu) diaezet gant Yoritomo a ziarbennas div aloubadeg Mongoled met diskaret e voe a-c'houde seziz Kamakura e 1333 gant aduidi an impalaer Go-Daigo (1288-1339). Ur predad anvet Assavidigezh Kenmu (建武の新政 Kenmu no shinsei) a voe neuze, ma renas an impalaer betek ar bloaz 1336.
Er bloaz-se e voe didronet an impalaer hag e 1338 e voe staliet ur shōgunelezh nevez a voulc'has ar Marevezh Muromachi (室町時代 Muromachi jidai) a badas betek 1573. A-hed ar marevezh-se e voe mui-ouzh-mui a c'halloud gant penngadourion lec'hel (大名, Daimyo) diwar-goust ar shōgun, ar pezh a gasas d'ur pedad brezelioù diabarzh anvet Marevezh Sengoku (戦国時代 Sengoku Jidai, "Marevezh ar Stadoù brezelour").
Un daimyo anvet Oda Nobunaga (1534-1582) hag e warlerc'hiad Toyotomi Hideyoshi (1537-1598) a adunvanas Japan e dibenn ar XVIvet kantved. Goude marv Toyotomi ez eas ar shōgunelezh gant Tokugawa Ieyasu (1543-1616) diwar urzh an impalaer. Adalek 1603 ha staliadur kêr-benn ar shōgunelezh en Edo (Tōkyō bremañ ; Kyōto e oa kêr-benn an impalaeriezh) e voe ar Marevezh Edo, a badas betek dibenn 1867. Ur marevezh peoc'hus ha bleunius e voe, met adalek Edit 1636 (鎖国 sakoku, "bro gloz") e voe hogos berzet pep darempred gant broioù estren e-pad tremen daou gantved.
Darempredoù a oa bet a-raok an edit koulskoude. E 1543 e voe Portugaliz an Europiz kentañ o tiraezh Japan dre he Su ; ganto e voe degaset armoù-tan en enezeg. Er bloavezhioù 1850 avat ez echuas sakoku, pan erruas Ergerzhadeg Perry (黒船来航 kurofune raikō, "donedigezh al listri du") ; gant donedigezh ar Stadunaniz-se e voe boulc'het diskar ar shōgunelezh Tokugawa (幕末 bakumatsu, "diwezh ar bakufu") ha distro an impalaer er galloud (明治維新 Meiji Ishin, Assavidigezh Meiji) e-kerzh ar brezel diabarzh anvet Brezel ar Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō, "Brezel bloavezh an Aerouant Douar Yang") a voe e 1868-69.
Boulc'het e voe ar Marevezh Meiji neuze, a badas betek 1912. Dindan ren an impalaerion Meiji e voe savet kentañ hanterenn Impalaeriezh Japan (1868-1912), ma savas d'ur galloud bras er bed dre heuliañ gizioù ar C'hornôg. An Impalaer Taishō a voe an eil impalaer, a renas adalek 1912 betek 1926 ; war e lerc'h e renas an impalaer Shōwa (1901-1989) , anavezet evel Hirohito, betek 1989. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e voe galloudus-kenañ an arme e Japan, alese aloubidigezh Manchouria (18 Gwengolo 1931), eil Brezel Sina ha Japan (1937-1945) ha Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945). E dibenn an Eil Brezel-bed e kodianas Hirohito d'ar 15 Eost 1945 goude bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki hag aloubidigezh Manchouria gant URSS.
A-c'houde faezhidigezh Japan e voe dalc'het ar vro gant Kevredidi an Eil Brezel-bed betek 1952 ; e-kerzh ar predad-se e voe savet ur vonreizh nevez evit Japan e 1947, a droe an impalaeriezh d'ur vonarkiezh vonreizhel. Goude 1955 e reas Japan finborte bras. Goude ar bloavezhioù 1990 (失われた十年 ushinawareta jūnen, "an dekvloazhiad kollet") ma voe sac'het an armerzh e sioulaas ar c'hresk armerzhel.
D'an 11 Meurzh 2011 e c'hoarvezas ur c'hren-douar kreñv-tre, 9 war skeuliad Richter hag ur barr-reverzhi (津波 tsunami) e Tōhoku e biz an enezeg ; tremen 20 000 a dud a voe lazhet, hag an tsunami a voe pennabeg gwallzarvoud nukleel Fukushima I.