Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


James Cook

Poltred James Cook, livet gant Nathaniel Dance, war-dro 1775, National Maritime Museum, Greenwich

Moraer, ergerzher hag ur c’hartennaouer saoz e voe James Cook (Marton, Bro-Saoz, 27 a viz Here 1728 - Bae Kealakekua, Hawaii, 14 a viz C'hwevrer 1779). Gant e deir beaj er Meurvor Habask e touaras war an inizi pennañ er mor-se.

Mab e oa d’ul labourer-douar deuet eus Bro-Skos da Middlesbrough (Yorkshire) hag ez eas  d’ar skol betek e zaouzek vloaz. Gant e dad e labouras goude-se ha diwezhatoc’h e kavas labour evel deskard en ur stal vihan en ur porzh pesketa e biz Bro-Saoz. Gant-se, a lavarer, e tizoloas bed al listri, hag e teuas da vezañ sot ganto. Lakaet e voe da vous war batimantoù a rae kenwerzh ar glaou e Mor an Hanternoz ha goude-se er Mor Baltel. Diskouez a rae bezañ barrek ha kinniget e voe dezhañ mont e penn ul lestr da 27 vloaz. Met divizout a reas Cook mont er Royal Navy (morlu ar Rouantelezh-Unanet). Kemer a reas perzh er Brezel Seizh Vloaz, war aodoù Kanada, hag eno e tiskouezas bezañ barrek evel kartennaouer. Gantañ e voe savet kartennoù eus aber ar stêr Sant-Laorañs hag eus an Douar-Nevez. Sachet e voe evezh ar Royal Society (ur gevredigezh ouiziek) war e labour. Ha goulennet e voe digantañ kemer penn al lestr Endeavour, da gas skiantourien betek ar Meurvor Habask da arsellet tremenadenn Gwener dirak an heol. War bourzh an Endeavour e oa steredoniourien ha louzawourien.

Ar veaj kentañ (1768-1771)

An Endeavour a loc’has eus Bro-Saoz e 1768 evit mont, dre ar C’hab Horn, betek Tahiti ma oa ar skiantourien d’ober o labour. Eno e tilestras Cook d’an 13 a viz Ebrel 1769. Pal ar skiantourien oa jediñ an hed zo etre Gwener hag an Heol. Ur wech ma oa bet arsellet tremenadenn Gwener dirak an heol d’an 3 a viz Mezheven ha ma oa bet graet ar jedadennoù rekis, e loc’has James Cook war-zu ar c’hornôg. Un eil pal a oa gant ar veaj : ergerzhout su ar Meurvor Habask, evit klask roud eus ur c’hevandir “martezeüs” eno, anvet Terra Australis. Gant harp un den eus Tahiti, anvet Tupaia, e voe tizhet aodoù Zeland-Nevez gantañ. An eil Europad e oa James Cook o kavout an aodoù-se, pa oa bet an Izelvroad Abel Tasman eno e 1642 dija, tremen kant vloaz abretoc’h. Gant Cook e voe savet kartennoù resis eus ar vro hag e  tiskouezas ma oa div enezenn vras eus Zeland-Nevez, en ur zizoleiñ ar strizh-mor zo etre enez an Norzh hag enez ar Su ha zo anvet bremañ diwar e anv (Strizh-mor Cook).

Evel-se e prouas ne oa ket Zeland-Nevez un tamm eus ur c’hevandir brasoc’h, en desped da gredennoù skiantourien zo. Goude-se e ouelias war-zu ar c’hornôg adarre, da glask adkavout Douar Van Diemen, a oa bet kavet gant Tasman (Tasmania hirie). En norzh en em gavas pelloc’h avat, war aod gevred Aostralia. An Europa kentañ e oa o touarañ eno, d’an 20 a viz Ebrel 1770. Heuliañ a reas an aod etrezek an norzh goude-se, evit sevel kartennoù, ha dilestrañ e Botany Bay, el lec'h m'emañ Sydney bremañ. Gant e strobad skiantourien e teskrivent loened ha plant a oa dianav da Europiz betek-henn. Pelloc’h en norzh e voe gwelet ganto ul loen a voe anvet kangourou, un amprest digant yezh ur bobl eus Aostralia, ar guugu yimidhirr. Kentañ gwech ma tilestras Cook ha ma welas tud eus ar vro, henvroidi Aostralia, e voe maget disfiz eus an daou du. Diwezhatoc’h avat e voe eskemmoù etre tud Cook hag an henvroidi hag evel-se e voe desket ar ger kangourou gant ar vagad Europiz. Goude bezañ tremenet e saozneg e tremenas ar ger e yezhoù all Europa. Ret e voe d’al lestr chom a-sav e-pad meur a sizhun da vezañ addreset, goude bezañ bet gwallgaset o tremen war ar gloued koural zo anezho a-hed an aod. Ur wech adingalet kement-se, e voe lakaet da ouel war-zu an norzh adarre. Treuzet e voe Strizh-mor Torres gant an Endeavour, ar strizh-mor zo etre Aostralia ha Ginea-Nevez,  a oa bet ergerzhet gant ar Portugalad Luis Váez de Torres e 1604. Betek-henn e oa chomet yac’h ha dibistig an holl e bourzh al lestr : den ne oa bet tizhet gant ar skorbud, ur c’hleñved a bake alies ar voraerien d’ar mare-hont koulskoude. Kement-se, a-drugarez da evezh James Cook a c’houlenne digant e vartoloded debriñ frouezh eus ar genad Citrus ha kaol-go, diwar ali ar mezeg James Lind ha pa ne ouijed ket mat perak e tiwalle seurt boued diouzh ar skorbud. Tro inizi Java ha Sumatra a voe graet gant James Cook ha diskouez evel-se e oant div enezenn distag. Hogen, en trowardroioù da Batavia, kalz a dud e bourzh a voe tizhet gant ar malaria ha kleñvedoù all a rae o reuz dre eno. Hag a-raok distreiñ da Vro-Saoz en-dro, e 1771. Ouzhpenn unan a varvas gant an ergerzhadenn, evel an Tahitiad Tupaia, al louzawour Herman Spöring pe ar steredoniour Charles Green. Pa voe distroet da Vro-Saoz ez embannas James Cook e zeizlevr. Un haroz e teuas da vezañ e-touez ar skiantourien, e-kichen al louzawouer Joseph Banks hag a oa bet e bourzh al lestr ivez. Diwar anv al lestr, an Endeavour, e voe badezet an egorlestr Endeavour, a voe bannet gant ar Stadoù-Unanet e 1992.

An eil beaj (1772-1775)

Ur wech deuet en-dro da Vro-Saoz e voe anvet da gomandant ha kinniget d’ar roue Jorj III. E 1772 e loc’has en-dro, e penn al lestr Resolution, kaset gant ar Royal Society da glask an Terra Australis adarre, pa soñjed e oa Aostralia un tamm eus ar c’hevandir-se. Ul lestr all a oa gantañ, an Adventure, renet gant Tobias Furneaux. Pell mat war-zu ar su ez ejont ha treuziñ Kelc'h Antarktika d’ar 17 a viz Genver 1773. Mont a reas tost da Antarktika, kent treiñ war-zu inizi ar Meurvor Habask. Dispartiet e voe an eil lestr diouzh egile ha ez eas an Adventure betek Zeland-Nevez, a-raok distreiñ da Vro-Saoz. James Cook a zilestras en Inizi Cook a oa bet gwelet gantañ e 1770 hag a voe roet e anv dezho diwezhatoc’h. E 1774, war hent an distro, e tilestras war an inizi Vanuatu, an inizi Tonga, an inizi Markiz hag Enez Pask. Pelloc’h war e hent distro ec'h ergerzhas inizi Georgia ar Su ha Sandwich ar Su. Gant an eil beaj-se e voe lakaet un termen da vojenn an Terra Australis, met moarvat e welas Cook skornegi Antarktika. Ur wech distroet da Vro-Saoz e voe anvet James Cook da ezel eus ar Royal Society ha da gabiten hag e voe kinniget dezhañ kuitaat ar morlu ha bezañ karget eus Ospital Greenwich. Hogen fellout a rae da James Cook kenderc’hel da verdeiñ.

Raktreset e voe sevel un trede beaj evit mont da glask an Tremenadenn dre ar Gwalarn : en ur loc’hañ eus ar Meurvor Habask e klaskfe Cook tizhout ar Meurvor Atlantel, ha klask ober tro Amerika dre an norzh.

Beajoù ar c’habiten James Cook. E ruz emañ ar veaj kentañ, e gwer an eil, hag e glas an drede.

Previous Page Next Page






James Cook AF James Cook ALS ጄምስ ኩክ AM James Cook AN Iacobus Cōc ANG جيمس كوك Arabic دجيمس كوك ARY جيمس كوك ARZ জেমছ কুক AS James Cook AST

Responsive image

Responsive image