Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Jordania

Jordania
المملكة الأردنّيّة الهاشميّة
Al Mamlakah al Ourdouniyah al Hashimiyah
Rouantelezh hachemit Jordania

Banniel Jordania

Skoed-ardamez Jordania

Banniel Skoed-ardamez

Ger-stur broadel الله، الوطن، الملك
Allāh, al-Wațan, al-Malik
An Doue, ar Vro, ar Roue
Kan broadel السلام الملكي الأردني
As-Salām al-Malakī al-Ourdonī
Peoc'h da roue Jordania


Lec'hiadur
31° 00' N - 36° 00' R
Lec'hiadur Jordania
Aozadur ar Stad
Kêr-benn
ha kêr vrasañ
عمّان Ammān
31° 57' N - 35° 56' R
Yezh ofisiel Arabeg
Saozneg (gouezet gant
ar renkadoù krenn hag uhel)

Dizalc'hiezh 25 a viz Mae 1946
Pan echuas al leuriadur bet roet d'ar Rouantelezh-Unanet
gant Kevre ar Broadoù d'an 23 a viz Gwengolo 1922

Gouarnamant Monarkiezh vonreizhel
Roue Abdallah II
(7 a viz C'hwevrer 1999)
Pennmaodiern Bisher Al-Khasawneh
(12 a viz Gwengolo 2020)
Lezennerezh Parlamant
Kambr uhel : Sened
Kambr izel : Kambr an Dilennidi
Douaroniezh
Gorread 89 342 km² (112vet er bed)
Douar : 88 802 km²
Dour : 540 km²
Uhelder keitat 723 m
Izelañ : – 408 m (Mor Marv)
Uhelañ : 1 854 m (Jebel Oum ad-Dami)
Bevennoù 1 635 km
Stadoù amezek Iraq (181 km)
Israel (238 km)
Arabia Saoudat (744 km)
Siria (375 km)
Sisjordania (97 km)
Aodoù 26 km
Hin Dezerzhioù krin
Glaveier er chornôg
(Du-Ebrel)
Poblañs
Niver 7 930 491 (Gouhere 2014, prizadur)
Renk er bed 98vet
Stankter 88,77 annezad/km²
Armerzh
KDK (US$ 2013) 40,02 milmilion (105vet)
FDD (2014)
0,745 Krenn (77vet)
Moneiz Dinar jordanian (JOD)
1 JOD = 1 000 fil

Andonioù
The World Factbook The Hashemite Kingdom of Jordan
UNDP - Human Development Reports

Jordania[1], ent-ofisiel Rouantelezh hachemit Jordania, zo ur vro eus ar Reter-Nesañ lec'hiet er reter da Sisjordania hag Israel, en norzh da Arabia Saoudat, er c'hornôg da Irak hag er su da Siria.
Ur rouantelezh vonreizhel eo, hag un ezel eus ABU, eus ar C'hevre Arab hag eus Aozadur ar C'hevelerezh Islamek.

Da heul ar Brezel-bed kentañ ha freuzidigezh an Impalaeriezh Otoman, Kevredigezh ar Broadoù a leuras ar Rouantelezh-Unanet (R.-U.) da c'houarn an tamm brasañ eus ar Reter-Nesañ. E 1921 e tivizas al leuriad krouiñ ur rannvro damemren, anvet Emirelezh Treuzjordania, disrannet diouzh Palestina. E 1946 e c'hoarvezas dizalc'hegezh Treuzjordania, a droas da Rouantelezh Hachemit Jordania, renet gant ar roue Abdallah Iañ Jordania betek 1951 ha Talal Iañ eus 1951 betek e zilez e 1952.
Ar roue Hussein Iañ, a renas war-lerc'h e dad, a zeuas a-benn da gas e vro war-raok en desped d'ar gevezerezh a voe etre SUA, URSS hag an R.-U., lod Stadoù arab, Israel hag un darn vras eus poblañs Palestina.
E 1967 e rankas Jordania lezel Glann Gornôgel ar stêr Jordan gant Israel a-c'houde ar Brezel C'hwec'h Devezh. E 1988 e tilezas Hussein Iañ arc'hadur Jordania er Glann Gornôgel, da vat ha da viken. Ur feur-emglev peoc'h a sinas gant Israel e 1994.
E vab Abdallah II, a voe roue e 1999 da heul marv e dad, a gendalc'has gant an adaozoù politikel hag armerzhel, met a-c'houde an Nevezamzer Arab a c'hoarvezas er Reter-Nesañ adalek ar bloavezh 2010 e kendalc'h Jordaniz da c'houlenn muioc'h a frankizouriezh politikel, adaozadoù er gouarnamant ha gwellaennoù armerzhel.

Abaoe miz Genver 2014 emañ Jordania e Kuzul Surentez ABU, gant ur sez dibad, evit ar predad 2014-2015.[2],[3]

  1. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1430 ha Geriadur Ménard, 2012, p. 1458 – Bro-Jordan a gaver en Al Liamm niv. 44, 1954, p. 36 er pennad Notennoù Douaroniezh gant Frañsez Kervella
  2. The Hashemite Kingdom of Jordan (en)
  3. The World Factbook (en)

Previous Page Next Page






Иорданиа AB Urdun ACE Иордание ADY Jordanië AF Jordanien ALS ዮርዳኖስ AM Jordan AMI Chordania AN Hascemisc Cynerīce þæs Iordanes ANG Jodan ANN

Responsive image

Responsive image