Kampala eo kêr-benn Ouganda. Kêr vrasañ ar vro eo ivez, annezet gant 1.208.544 a dud e 2002. Emañ nepell diouzh al Lenn Victoria, e 1.190 m uhelder a-us live ar mor.
E-kichen Kampala emañ aerborzh etrebroadel Entebbe ha porzh Port Bell, war ribl al Lenn Victoria. Drezo e vez ezporzhiet kafe, kotoñs, te, sukr, arrebeuri...
Kampala zo kresket en-dro d'ur c'hreñvlec'h savet gant Frederick Lugard e 1890 evit ar British East Africa Company. E 1962 e teuas Kampala da vezañ kêr-benn ar vro e-lec'h Entebbe, pa zeuas Ouganda da vezañ dizalc'h. Ul lodenn vat eus kêr a voe distrujet da vare ar brezel diabarzh a voe e 1978-1979, a-enep an diktatour Idi Amin Dada. Adsavet eo bet abaoe ha kalz savadurioù nevez zo.