Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Karaegezh

Karaegezh pe Yuzevegezh karaek (hebraeg modern : יהדות קראית Yahadut Qara'it, diwar an tiberianeg Qārāʾîm a dalvez "lennerien") zo ul luskad relijiel yuzev. Ennañ ne anavezer nemet an Torah evel mammenn an halac'ha hag an doueoniezh. Hervezañ e oa bet roet kement gourc'hemenn a zo gant Doue da Voizez e Menez Sinai dre skrid nemetken, hep un Torah dre gomz a vije bet da lakaat ouzhpenn. Diforc'het eo diouzh ar Yuzevegezh rabinek neuze dre ma tegemer an doare-mañ an Torah dre gomz, kodet en Talmud.

P'o deus da zisklêriañ an Torah e striv ar Garaed evit chom an tostañ ma c'hellont da ster splann an destenn. N'eo ket dre ret an dalvoudegezh ger-ha-ger, met klask a reont tostaat d'ar pezh a vije bet komprenet gant an Israelited pa voe diskuliet dezho an Torah. Tra ma chom stag ar Yuzevegezh rabinek ouzh divizoù ar Sanhedrin evel m'int enrollet en Mishnah evit disklêriañ an Torah e sell ar Garaed ouzh kement disklêriadenn er memes doare, n'eus forzh peseurt orin a zo dezhi, ha broudañ a reont kement yuzev a zo da lenn ha da studiañ an Torah evit ober o soñj dezho war ar pezh zo goulennet ober. Da lavaret eo e c'hellont degemer arguzennoù an Talmud, hep lakaat anezho dreist pep tra.

Hervez Mordekai ben Nissan e c'heller kavout gwrizioù ar Garaegezh en ur strollad anvet Benei Ṣedeq a veve da vare an Eil Templ. Tabut zo bet etre an istorourien evit gouzout hag-eñ e oa ul liamm ouzh strollad ar Sadukeed, o doa soñjoù heñvel a-walc'h, pe hag-eñ eo ar Garaegezh ur strollad nevez gant soñjoù heñvel. Eus Bagdad etre ar VIIvet hag an IXvet kantved e vije al luskad hervez ar Yuzevegezh rabinek, met enklaskourien arab o doa kavet roudoù anezho en Egipt en hanterenn gentañ ar VIIvet kantved dre skridoù barnerezh graet gant ar gouarnour islamek kentañ a urzhias d'ar Yuzevien rabinek chom hep lakaat o fri en aferioù ar Garaed, dreist-holl evit pezh a sell ouzh ar gouelioù.



Previous Page Next Page






Karäer ALS Caraísmo AN اليهودية القرائية Arabic طائفة القرائين ARZ Judaisme caraïta Catalan Qaray dini CRH Karaitský judaismus Czech Karäer German Karaite Judaism English Karaismo EO

Responsive image

Responsive image