Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kevredidi an Eil Brezel-bed

Kevredidi an Eil Brezel-bed
aliañs vilourel, elfenn velestradurel aet da get, emglev milourel liesvroadel, country in World War II
Deiziad krouiñ1939 Kemmañ
Perzhiad eEil Brezel-bed Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
« An Tri Bras » : Jozef Stalin, Franklin Delano Roosevelt, ha Winston Churchill (Tehran, 1943).

Graet e vez ar Gevredidi[1] eus ar broioù bodet a-enep d'an Ahel e-pad an Eil Brezel-Bed. Trec'h int bet hag en ur mod eo bet aozet ar bed a-vremañ ganto diwar an trec'h-se. E-pad ar brezel e veze graet alies ar Broadoù unanet anezhe ivez, daoust ma reer gant an anv-mañ hiziv evit komz eus Aozadur ar Broadoù Unanet, savet gante pa zeuas ar peoc'h en-dro.

E-touez Stadoù ar Gevredidi edo Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet hag URSS. « An Tri Bras » a veze graet eus an teir broad-se[2]. A-wechoù e lakaer ouzhpenn Republik Sina (1912-1949) e-mesk pennoù pouezus an emglev-se. Ar prezidant Franklin D. Roosevelt, oc'h ober anv eus an Tri Bras hag eus Sina, a gomze eus ar « pevar archer »[3].

  1. Istor IIIe klas, Eil derez Diwan, levrenn I, p 169, Louis Elegoët, Istor Breizh, TES, 1998, p 208
  2. Kuzuliadeg Yalta d'ar 4 a viz C'hwevrer 1945
  3. Douglas Brinkley, FDR & the Making of the U.N.

Previous Page Next Page