Iskevrennad eus | disease of cellular proliferation, neoplasm, tumor, kleñved |
---|---|
Anv er yezh a orin | καρκῐ́νος |
Anvet diwar | crab, Kresteneg |
Age of onset | any age |
Abeg pennañ | causes of cancer, infectious causes of cancer |
Efed | cancer pain |
Studiet gant | onkologiezh, cancer biology, cancer research |
Dibarder mezegel | onkologiezh |
Dezverket dre | malignancy |
Risk factor | butuniñ |
Handled, mitigated, or managed by | cancer prevention, early detection of cancer, treatment of cancer |
ICD-9-CM | 199 |
ICPC 2 ID | A79 |
ID en Thesaurus NCI | C9305 |
Enebet ouzh | benign neoplasm |
Ar c'hrign-bev, anvet ivez kankr, zo ur c'hleñved hirbad hag a zeu diwar paotadur direizh ar c'helloùigoù en ur gwiad yac'h eus ar c'horf[1]. Ar c'helloùigoù-se zo klonet diwar ur gellig bet kemmet he dezverkoù.
Seul vuanoc'h e kaver ar c'hrign-bev, seul niverusoc'h ez eo ar chañsoù da zreistbevañ. Ar butun a zo kaoz eus 22% eus ar marvioù gant ar c'hrign-bev. Un 10% all a zo awenet gant an teuc'hegezh, ar bouetañ fall, ar vank a sport hag un evañ alkol re uhel.
Un darn eus ar c'hrignoù-bev a c'hell bezañ talet outo dre chom hep butuniñ, ober sport, chom hep evañ re alkol, debriñ legumaj, debriñ frouezh,chom hep debriñ re boued savet gant ar greanterezh ha kig-ruz, chom nebeut amzer dindan an heol pa vez kreñv. E 2015, e-tro 90,5 milion a dud a oa klañv gant ur c'hrign-bev[2]. E-tro 14,1 milion a dud a vez kavet dezho ur c'hreign-bev bep bloaz (hep krign-bev ar groc'hen er-maez eus ar melanom). E-tro 8,8 million a dud a varv bep bloaz gant ur c'hrign-bev (15.7% eus hollad ar marvioù).