Eon Proterozoeg |
Paleoproterozoeg |
Siderieg |
Rhyaseg |
Orosirieg |
Statherieg |
Mezoproterozoeg |
Kalymnieg |
Ektasieg |
Stenieg |
Neoproterozoeg |
Tonieg |
Kriogenieg |
Ediakareg |
Ar c'hriogenieg eo maread diwezhañ an neoproterozoeg. Mont a ra eus 850 milion a vloavezhioù 'zo betek betek 635 milion a vloavezhioù 'zo. An daou varead-skorn eus istor an Douar, ar marinoeg hag ar sturtieg, a zo e-barzh.
Dont a ra e anv eus ar goueledennoù skornegek pennskoueriek eus ar maread-se. Diskouez a reont e c'houzañvas an Douar an daou varead-skorn pouezusañ en istor gant skornegoù hag a ya a-frapadoù betek ar c'heheder. Kavout a reer roudennoù anezho dindan ar furm a dilitoù e lec'hioù a voe e-kichen ar c'heheder e-pad ar c'hriogeneg. Kevreet ez eo ar re-mañ gant goueledennoù-raz na c'hellont bezañ bet furmet nemet en un hinad tomm-kenañ. An dra-se a laka da soñjal e oa bet un heuliad a vareadoù-skorn kreñv-kreñv hag a vareadoù tommoc'h diwanet diwar un efed ti-gwer bras.
An akritarc'hed a zo hogozik aet da get e-pad ar mareadoù-skorn-hont ha bezañs bandennoù houarnek er goueledennoù a ziskouez e oa aet da baour-baour an oksigen en atmosferenn.
Studioù henvagnetek o deus diskouezet e oa aet buan-buan an diroud kevandirel. Un nebeud klaskourien a gred, avat, e c'hellje bezañ mareadoù-skorn ar c'hiogenek un artefakt krouet gant un fiñvadenn drumm eus ar penn-ahel magnetek. Tolpadur an doureier en ur c'hevandir hepken en dijee krouet un digempouez er vantell hag a vefe bet penn-kaoz d'ur fiñvadeg kalz buanoc'h eus ar c'hevandirioù eget da gustum.