Landtag (liester : Landtage) a reer eus parlamantoù al Länder en Alamagn hag en Aostria.
Ar voterezh kenfeurel eo an doare ma vez dilennet an dud el Landtage en Alamagn. Ar strolladoù tizhet ganto ouzhpenn 5 % eus ar votoù a c'hall kaout dileuridi, nemet e Land Bremen m'eo trawalc'h tizhout 5 % eus ar mouezhioù en unan eus an div gêr.
Peurliesañ e pad pemp bloaz amzeriad ul landtag nemet e Länder Bremen, Hamburg Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg ma pad pevar bloaz.
Landtag Berlin zo anvet Abgeordnetenhaus, Landtage Bremen ha Hamburg zo anvet Bürgerschaft.
E kement Land zo ez eus ul lezenn votiñ disheñvel.