Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Lavarenn

Er yezhoniezh e vez implijet an termen lavarenn (saoz.: clause) evit komz eus ur ger pe un heuliad gerioù ennañ peurliesañ ur rener hag ur prezegad.

E yezhoù zo, anvet "yezhoù Amrenererel",e c'heller sevel lavarennoù hep rener ebet atav pe e degouezhioù kevreadurezhel resis.

Disheñvel eo lavarennoù diouzh rannfrazennoù hervez ar yezhadur hengounel dre ma saver ul lavarenn gant ur verb termen mui ar rener a glot gantañ keit ha ma kaver en ur rannfrazenn pe ur verb pe ur rener met n'o c'haver ket o-daou a-gevret, da skouer :

Frazenn gevrennek
"Ne ouien ket en doa redet ar c'hi a-dreuz an ti"
Lavarennoù
"Ne ouien ket"
"en doa redet ar c'hi a-dreuz an ti"
rannfrazennoù
"Ne ouien ket" (frazenn verb
"en doa redet" (frazenn verb)
"a-dreuz an ti" (frazenn araogennek)

N'eo ket ken stank all avat an diforc'h etre lavarennoù ha rannfrazennoù hervez ar yezhoniezh a-vremañ dre ma anzav e c'heller sevel lavarennoù didermen, da lâret eo diazezet war ur verb didermen.

Rummataet e vez al lavarennoù evel lavarennoù emren (pe "pennlavarennoù") diouzh un tu ha lavarennoù stag pe islavarennoù diouzh an tu all hervez ma c'hellont bezañ implijet o-unan penn hepmuiken evel frazennoù peurglok ha reizh hervez reolennoù kevreadurezhel yezhadur ar yezh-mañ'r-yezh pe get.


Previous Page Next Page






مركب إسنادي Arabic Cymal (gramadeg) CY Teilsatz German Clause English Propozicio EO Osalause ET بند (زبان‌شناسی) FA Lause Finnish Proposition (grammaire) French 子句 GAN

Responsive image

Responsive image