Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Lefkada

Lec'hiadur Lefkada

Lefkada (gresianeg a-vremañ : Λευκάδα), Leukas e henc'hresianeg (Λευκάς), zo unan eus an Inizi Ionian e Gres. En hanternoz da Itaka ha Kefalonia emañ, ha dezhi ur gorread a 305 km² ha 117 km aodoù. Stavrota eo Ar menez uhelañ enni, 1 158 m uhelder dezhañ.
Stag eo dre ur chaoser ouzh an douar-bras.

Ar c'hêrioù pennañ eo Lefkada, ar gêr-benn, Nydri ha Vassiliki, daou borzh da vont da inizi Meganissi ha Kefalonia.

Meneziek eo an enez, ha strujus er reter hag er c'hreisteiz. Dirak aod ar reter ez eus enezennoù glas, evel Skorpios, Madouri ha Sparti. Serzh eo an aod kornôgel avat ha traezhennoù hir en he hed bep an amzer.


Previous Page Next Page






ليفكادا Arabic Леўкас BE-X-OLD Левкада Bulgarian Lèucada Catalan Lefkada (pulo) CEB Lefkada Czech Lefkas Danish Lefkada German Λευκάδα Greek Lefkada English

Responsive image

Responsive image