Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Lenn (dour)

Ul lenn a zo ul ledennad dour gant douar tro-dro dezhi. An darn vuiañ eus al lennoù a zo leuniet gant dour dous. Kavet e vez an darn vuiañ anezho en emisferenn an Norzh, el ledredoù bras d'an aliesañ. Meur a lenn vras a vez anvet mor pe mor diabarzh ha meur a vor bihan a vez graet lenn anezho.
Koulskoude e kaver ledennadoù konkavel kazi hep dour enno hag a reer lennoù anezho. Da skouer : al Lenn Eyre en Aostralia e-lec'h ma ne vez ket a dour peurliesañ nemet pa gouezh glav puilh ur wech an amzer.
Ul lenn a c'hell bezañ naturel, met a-wechoù e vezont krouet dre stankañ un dourredenn pe meur a hini. Savet e vezont evit produiñ tredan (energiezh dourdredanel), evit pourchas dour d'ar c'hêrioù, evit an diduamant (neuial ha sportoù dour), hag all.
En tu-hont da 60% eus lennoù ar bed a vez kavet e Bro-Ganada, met graet e vez Bro ar Mil lenn eus Finland, ha pelloc'h c'hoazh ar Stad amerikan Minnesota a vez graet Bro an Dek mil lenn anezhi. Abeg ar c'hementad bras a lennoù e Kanada a vez displeget dre ur sistem dizouradur diaezhennet. Lennoù Meur Norzhamerika a zo bet krouet gant skornegoù divent Oadvezh ar Skorn.


Previous Page Next Page






Tasék ACE Meer AF See ALS ሀይቅ AM Fanaway AMI Laco (cheografía) AN بحيرة Arabic ܝܡܬܐ ARC بحيره ARZ Llagu AST

Responsive image

Responsive image