Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Leukothea

Leukothea o sikour Odysseüs, John Flaxman (1810)

Leukothea (Λευκοθέα Leukothea, "an doueez wenn"), a oa un doueez eus ar mor e gwengelouriezh Hellaz.

Dont a ra hec'h anv eus he liv gwenn evel ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer.

A-raok bezañ doueez e oa ar rouanez Ino. He mab Melikertes ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palaimon.

En Odysseia ez a da sikour Odysseüs e-kreiz ar gwallamzer. Homeros a ra καλλίσφυρος Ino-Leukotha "plac'h he daouufern koant" anezhi ; c'hoar e oa da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor m'he deus bet enor digant daouarn an doueoù.

Ur vaouez, a voe karet gant Apollon, a oa anvet Leukothoe, hag a vez kemmesket a-wechoù gant Leukothea.


Previous Page Next Page






ليوكوثيا Arabic Леўкафея BE Левкотея Bulgarian Leucòtea Catalan Leukothea (Mythologie) German Λευκοθέα (μυθολογία) Greek Leucothea English Leucótea Spanish Leukothea Finnish Leukothea ID

Responsive image

Responsive image