Al livouriezh a zo un arz neuziañ ma vez implijet evit neuziañ skeudennoù ha figurennoù dre lakaat tresoù livet war danvezioù liesseurt. Evit komz eus an teknikoù implijet e vez graet gant ar ger liverezh.
Gant livioù dourennek pe gludek pe gant traezhennoù karget gant lioù e vez klasket sevel un daolenn a c'hell bezañ priziet gant an arvesterien. Savet e vez livadurioù war gorreadoù plad hag ivez war pep seurt traoù digompez (delwennoù, listri, mogerioù kromm, karregoù).