Llanfachreth (pe Llanfachraeth pe Llanfachraith) zo ur gêriadenn e Meirionnydd, e Gwynedd. Emañ en hanternoz da gêr Dolgellau, etre ar stêrioù Afon Wnion hag Afon Wen. En hanternoz dezhi emañ ar menez Rhobell Fawr. Unan eus an div gumun a ya d'ober kumuniezh Brithdir a Llanfachreth eo.