Iskevrennad eus | tank skañv |
---|---|
Anv er yezh a orin | M3 Stuart |
Heuliet gant | M24 Chaffee |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Oberataer | Stadoù-Unanet |
An M3 Stuart, ent ofisiel Light Tank, M3 (tank skañv M3), a oa un tank skañv stadunanat implijet e-pad an Eil Brezel-bed. Dafaret e oa bet nerzhioù lu Bro-Saoz ha re ar C'Hommonwealth dre ar gevrat lend-lease a-raok ma vefe engouestlet ar Stadoù-Unanet Amerika er brezel. Ur wech er brezel e voe implijet gant nerzhioù lu SUA kement ha gant ar Gevredidi all betek fin ar brezel.
An anv saoznek roet d'an tank a oa tennet eus hini ar jeneral kengevreet stadunanat J. E. B. Stuart hag a voe implijet kement evit an M3 hag an doare nevesaet M5. E lu Bro-Saoz e oa lesanvet "Honey" ivez goude ma voe bet graet "She's a honey" eus an tank gant ur blenier saoz. Er servij evit Stadoù-Unanet Amerika e oa graet "Light Tank M3" ha "Light Tank M5".
Gant an tankoù Stuart e oa bet roet an tu da bourzhidi tankoù Amerika da welet ar c'hentañ emgannoù tank enep tank eus an Eil Brezel-bed.