Mao Zedong (sinaeg: 毛泽东, pinyin: Máo Zédōng; Wade-Giles: Mao Tse-tung) a zo bet ganet d'an 26 a viz Kerzu 1893 hag aet da anaon d'an 9 a viz Gwengolo 1976 a oa ur rener eus an arme ruz hag eus Strollad Komunour Sina a gasas ar strollad-se d'an trec'h war ar C'huomintang e diwezh ar brezel diabarzh. Goude se e oa bet e penn Republik Pobl Sina adalek he savidigezh e 1949 betek e varv e 1976.
Sellet e vez outañ evel unan eus an dud pennañ en istor ar bed a vremañ[1] hag unan eus ar c'hant den o deus bet al levezon vrasañ en ugentved kantved hervez an Time Magazine[2].
Dizemglev zo diwar-benn oberoù Mao hiziv an deiz c'hoazh. Peurliesañ e vez douget kalz bri dezhañ e Sina an douar-bras e-lec'h ma vez deskrivet alies evel un dispac'hour hag ur strategour meur a zeuas a-benn ar fin da vezañ trec'h war Chiang Kai-shek e diwezh brezel diabarzh Sina, hag a reas eus ar vro unan eus ar broioù galloudusañ eus ar bed dre e bolitikerezh. Koulskoude, kalz tud e diavaez hag e diabarzh Sina a gav abeg e programmoù sokial-ha-politikel Mao evel al Lamm Bras War-raok hag an Dispac'h sevenadurel abalamour m'o deus degaset gwalloù bras d'ar sevenadur sinaat, da gevredigezh ar vro, d'an armerzh ha d'an darempredoù etre Republik Pobl Sina hag ar broioù all, hag ivez ur c'houst eus war-dro 10 milion a dud marvet abalamour dezhe[3],[4],[5]
Daoust ma touger kalz bri dezhañ e Sina en un doare ofisiel eo bet gwanaet e levezon gant adreizhadennoù politikel hag ekonomikel Deng Xiaoping ha re renerien all abaoe e varv[6],[7]. Anavezet eo Mao ivez evel ur barzh hag ur c'haligrafour[8]