Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Maximianus Herculius

Marcus Aurelius Valerius Maximianus Herculius (war-dro 250 - Gouhere 310), pe Maximianus Herculius (pe Maximianus), a oa Caesar (pe kenimpalaer) adalek miz Gouhere 285, hag Augustus adalek ar 1añ a viz Ebrel 286 betek ar 1añ a viz Mae 305.

Kenimpalaer hag Augustus e oa war un dro gant Diocletianus, a oa a-us dezhañ, ha spered politikel Diocletianus a genglote mat gant nerzh Maximianus er brezel.

E Trier edo kêr-benn Maximianus met ar peurliesañ e veze o vrezelekaat. E dibenn hañvezh ar bloaz 285 e vougas emsavidi Galia, a veze graet bagaudae anezhe. Eus 285 betek 288 e stourmas ouzh ar meuriadoù german a-hed lez ar Roen. War un dro gant Diocletianus e kasas ur politikerezh gwastañ ha leskiñ er broioù german en 288, evit reiñ un tamm habaskted d'ar proviñsoù roman war lez ar Roen, rag-aon da welout un aloubadeg german.

Da ziwall aodoù mor Breizh en devoa anvet ar Galian Carausius. En em sevel a reas hennezh e 286, ha disrannañ a reas Enez Vreizh diouzh gwalarn Galia. En aner e klaskas Maximianus trec'hiñ war Carausius, ha distrujet e voe e vorlu en 289 pe 290. Letanant Maximianus, Constantius Chlorus, a reas un droiad-vrezel a-enep warlerc'hiad Carausius, Allectus e anv, tra ma oa Maximianus oc'h en em gannañ war lez ar Roen. Trec'het e voe Allectus en 296, ha diskenn a reas Maximianus war-du ar c'hreisteiz da stourm ouzh ar vorlaeron maures en Hispania hag argadegoù ar Verbered en Mauretania. Pa voe echu gant an troiadoù-brezel-se en 298 ez eas da chom da Italia, ma vevas en aezoni betek 305. War c'houlenn Diocletianus en em dennas Maximianus d'ar 1añ a viz Mae 305, e roas an titl a Augustus da Constantius Chlorus, hag ez eas da chom da greisteiz Italia. E dibenn 306 e kemeras dre laer an titl a Augustus, hag e roas harp da emsavadenn e vab Maxentius en Italia. En miz Ebrel 307 e klaskas tennañ e ditl digant e vab, kazeg a reas, ma voe ret skampañ kuit da lez warlerc'hiad Constantius Chlorus, Constantinus e anv, diazezet e Trier.

Emvodadeg a voe gant an impalaerien e Carnuntum ha rediet e voe Maximianus gant Diocletianus hag e zanvez-warlerc'hiad Galerius, da zilezel e c'houlenn da vout impalaer.

E deroù 310 e klaskas Maximianus kemer lec'h Constantinus tra ma oa o vrezelekaat war lez ar Roen. Nemet sikour ebet ne gavas, pe dost, ha tapet e voe gant Constantinus e Marseille. En em lazhañ a reas en hañvezh ar bloaz 310 war urzh Constantinus. E-pad ar brezel graet gant an impalaer nevez da Maxentius e voe tennet skeudenn Maximianus eus an holl lec'hioù foran.
Koulskoude, goude trec'h Constantinus, e voe lakaet da zoue.


Previous Page Next Page






Maximián AN مكسيميانوس Arabic ماكسيميان ARZ Maksimian AZ ماکسیمیان AZB Максіміян BE Максимиан Bulgarian Maximià Catalan Maximianus Czech Maximian Herculius Danish

Responsive image

Responsive image