An Are, pe Menez Are, a zo unan eus an teir aradennad venezioù bennañ zo e Breizh, etre Skrignag ha Sizun. Un darn eus torosad Arvorig eo, en em furmet e-pad ar paleozoeg. Er c'hontrol d'an Torosad Kreiz ne oa ket bet adsavet gant ar roufenn alpek hag al leinoù uhelañ anezhañ ne dizhont ket 400 metr, rak 385 m hepken eo ar gern uhelañ, hini ar Roc'h Ruz. Un diforc'h a vez etre al leinoù roc'hellek, dezho anv Roc'h a-wechoù (Roc'h Trevezel, Roc'h Tredudon) hag ar re ront anvet menez peurvuiañ.
Lanneier ha koadegi bras a vez kavet eno hag ivez taouarc'hegi.