Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Metal sinfonek

Metal sinfonek
Anv all Opera metal
Mammennoù an doare Heavy metal - sonerezh klasel - metal nevez-klasel - power metal
Mammennoù sevenadurel deroù ar bloavezhioù 90 e skandinavia hag an Izelvroioù
Doareoù kendeuz
death metal sinfonek - metal gotek sinfonek - power metal sinfonek


Symphonic metal zo un doare eus ar sonerezh metal. Implijet e vez da daolenniñ strolladoù metal a laka elfennoù sinfonek pe orkestrel en o sonerezh. An doare-se a genaoza tosoù ha gitar pounner gant elfennoù liessort eus ar sonerezh klasel, oc'h implijiñ benvegoù sinfonek, kanadegoù pe un orkestr a-bezh a-wezhioù, pe un orkestradur dre glavier.

Kanerien varrek gant ur vouezh galloudus a vez kavet e strolladoù metal sinfonek ha mard eo kreñv ar c'han e c'hall bezañ anvet opera metal a-wezhioù. Marteze, ar strolladoù pouezusañ hag e-touesk ar re gentañ eo ar strollad svedat Therion, an hini finat Nightwish, an italian Rhapsody of Fire hag ar re izelvroat Within Temptation hag Epica. Plijout a ra d'ar pemp strollad-se kemer elfennoù eus sonerezh filmoù ouzhpenn ar perzhioù klasel a vez kavet.


Previous Page Next Page